lirik.web.id
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu yann-fañch kemener – ton diwezhañ : pôtred “traou-zulan”

Loading...

bout a ra en traou-zulan, ur serten tud yaouank
pe na veint ket war vale, james na veint kontant

d’ar zul ‘chaint d’ar pardonioù, d’al lun d’ar voerioù
avanset ‘ve eur an noz, pe c’haint ‘n o ngweleoù

an de’ ‘alerc’h da voere, ar pôtr na ve ket diw’zat
da zevel an dud yaouank, dont d’ar park da labourat

na n’e’ ket e labourat e tigasaint o amzer
k-nt- d’ere ar pardon, botremantet ar voer

oh met butunat a raint, ya zur ‘vel dragoned
ur montr ‘ve deuz o brikioù, hag ec’h e’ tul moget

me ho ped ‘ta tud yaouank, na ret ket fars gant ze
ka’ hennezh so un ti mat, gant tud a galite

ka’ hennezh so un ti mat, ha tud deuz ar c’hlak vraz
bout a naint ur breu’ belek, hag un ell dokteur braz

un devezh dreist ar re-ell, ‘oe oeit an dud da bourmen
deit a oe ar morc’h en ti, ‘vit ober o zrantenn

met ar morc’h a oe kuruis, ha bet a oent bet c’hoes
digoret a nivoeint ar pres, ha tourc’hielet ar c’hrampoues

gweloc’h e’ din un tamm bara, troc’het gant ar gontel
‘vit n’e ur bern krampoues kraz, tourc’hielet gant ar porch’iel


Lirik lagu lainnya:

LIRIK YANG LAGI HITS MINGGU INI

Loading...