lirik lagu unknown artist - kan bale an a.r.b.
[verse 1]
poent eo stagañ, bretoned
gant stourm meur ar vro
poent eo skubañ an oaled
kempenn an ero
un deiz e vo sklaer an amzer
war henchoù don ar brezel kuzh
un deiz e vo lorc’hus ha taer
distro arzhur war e marc’h ruz
[verse 2]
dinec’h ha krenn, bretoned
‘vo tenn ar stourmer
en noz ‘tarzho kastellioù
gweleoù ar gwasker
na kriz e vo heol an argad
d’ar vourc’hizien ha d’an treitour
na kaer e vo luc’h an tantad
da galon breizh d’he argadour
en noz ‘tarzho kastellioù
gwelеoù ar gwasker
dinec’h ha krenn, brеtoned
‘vo tenn ar stourmer
[verse 3]
ret ‘vo dastum, bretoned
toc’had ar brezel
eost du ar re ‘vo daonet
eo trec’h breizh~izel
bugaligoù ha tud kalet
a raio bec’h da chaseal
da vountañ ‘maez ar c’hallaoued
da reizhañ hent, da vout feal
eost du ar re ‘vo daonet
eo trec’h breizh~izel
ret ‘vo dastum, bretoned
toc’had ar brezel
[verse 4]
an deiz a zo ker kuzet
war hent an distro;
fenoz e vo kutuilhet
enor er rannvro
kerkent dihun, kerkent dispak
ha bec’h d’al loch an enebour!
n’eus forzh penaos, n’eus forzh perak
e redo nerzh ‘vel red an dour
fenoz e vo kutuilhet
enor ar rannvro
an deiz a zo ker kuzhet
war hent an distro
[outro]
an deiz a zo ker kuzet
war hent an distro;
fenoz e vo kutuilhet
enor ar rannvro
kerkent dihun, kerkent dispak
ha bec’h d’al loch an enebour!
n’eus forzh penaos, n’eus forzh perak
e redo nerzh ‘vel red an dour
Lirik lagu lainnya:
- lirik lagu sunshine & the night walkers - the gospel
- lirik lagu витя ак (vitya ak) & tip - интро (intro 1)
- lirik lagu maj - lil bit
- lirik lagu castle the human - togomqaukhcd
- lirik lagu boldy james - alibi
- lirik lagu aceii - backseat
- lirik lagu graham scott fleming - somedays
- lirik lagu josh rabenold - when you're gone
- lirik lagu melim - melhor remédio
- lirik lagu rocco - don't wake me up (remix)