lirik.web.id
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu tri bleiz die - arabat dekoniñ memestra

Loading...

daoust da bouez ar bec’h bet lakaet war hor c’hein
daoust d’ar boan hon eus bet evit e skañvaat
souezhet oc’h ne fell ket din kanañ ‘r c’han “broadel” ?
arabat dekoniñ memestra !
daoust d’ar botez-koad a-ispilh ouzh hor c’houzoug
daoust d’ar vezh a lakae hor jodoù da ruziañ
souezhet oc’h ne fell ket din saludiñ an “triliv” ?
arabat dekoniñ memestra !

pardonit, ma fardonit
ma n’am eus ket bet kalon
da lavaret ma fegement deoc’h
peotramant e trefoedach ar pemoc’h
pardonit, ma fardonit
ma selaouan ma c’halon
a lavar din, e-giz hini meur a vbreton
breizhad on ha lorc’h ‘zo ennon

disneuziet an arvor ‘vit lojañ an douristed
aberzhet an argoad en anv sant ampled
souezhet oc’h ne fell ket din lavar “mersi ‘vit pep tra” ?
arabat dekoniñ memestra !
daoust d’ar vro bout troc’h-didroc’h en nespet d’hec’h istor
ur rannvro ijinet ‘vit gwell e treuzwiskañ
souezhet oc’h ne fell ket din koll an eñvor ?
arabat dekoniñ memestra !

pardonit, ma fardonit
ma n’am eus ket bet kalon
da lavaret ma fegement deoc’h
peotramant e trefoedach ar pemoc’h
pardonit, ma fardonit
ma selaouan ma c’halon
a lavar din, e-giz hini meur a vbreton
breizhad on ha lorc’h ‘zo ennon


Lirik lagu lainnya:

LIRIK YANG LAGI HITS MINGGU INI

Loading...