
lirik lagu the jolly rogers - silvestik
etre parrez pouldergat ha parrez plouare
ez euz tudjentil iaouang o sevel eunn arme
evit monet d’ar brezel, dindan mab ann dukez
en deuz dastumet kalz tud euz a beb korn a vreiz
evit monet d’ar brezel, dreist ar mor, da vro~zoz
me’m euz ma mab silvestik e ma int ouz e c’hortoz
me’m euz ma mab silvestik ha n’em euz nemet~han
a la da heul ar strollad, gand marc’heien ar ban
evit monet d’ar brezel, dindan mab ann dukez
evit monet d’ar brezel, dreist ar mor, da vro~zoz
eunn noz e oann em gwele, ne oann ket kousket mad
me gleve merc’hed kerlaz a gane son ma mab
ha me sevel em’ c’haonze raktal war ma gwele:
otrou doue! silvestik, pelec’h oud~de~breme?
marteze em oud ousp ouspenn tric’hant ieo deuz va zi
pe tolet barz ar mor braz d’ar pesked da zibri
mar kerez bea chommet gant da vamm ha da dad
te vize bet ereujed bremañ, ereujed mad
achuet oa ann daou vloaz, achuet oa ann tri:
kenavo d’id, silvestik, ne n’az gwelinn ket mui
mar kaffenn da eskern paour tolet gand ar mare
oh! me ho dastumefe hag o briatefe
ne oa ked he c’homz gant~hi, he c’homz peurlavaret
pa skoaz eul lestr a vreiz war ann ot, hen koliet
pa skoaz eul lestr a vro penn~da~benn dispennet
kollet gant~han he raonnou hag he wernou breet
leun a oa dud varo; den na ouffe lavar
na gout pe gelt zo amzer n’en deuz gweiet ann douar
he silvestik ao eno, hogen na mamm na ad
na mignon n’en doa, siouaz! karet he zaou~lagad
Lirik lagu lainnya:
- lirik lagu azdi3l - wow
- lirik lagu ye ram (예람) - flow someday
- lirik lagu lawd gee - ibeat
- lirik lagu céro (esp) - la innombrable
- lirik lagu hel:sløwed - schmetterling
- lirik lagu shrinking violet - enactor
- lirik lagu cain culto - temple monkey
- lirik lagu amy millan - kiss that summer
- lirik lagu grand tourism - romantic hold up
- lirik lagu n-game - flock