lirik.web.id
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu storlok – gwerz ar vezhinerien

Loading...

na pa ‘m boa klevet ar c’heleier
e ranke mont kuit va mestrez
da vezhina d’an enezeier
trielen ha molenez

na pa ‘m boa me klevet ar c’heloù
e ranke mont kuit mintin mat
kerkent ha ma save ar gouloù
e save an dour en va daoulagad

kar ar vuhez en enezennoù
‘zo ur vuhez trist ha kalet
bemdez, bemnoz e-kreiz ar poanioù
ar vezhinaerien ‘zo tud daonet

en o bagoù, abred diouzh ar mintin
e lakeont ar c’herreg en noazh
faoutet o daouarn gant ar c’hilhotin
ha torret o c’hein gant ar c’hravazh

ar beleg kozh er gador a lavar
ez eus un doue war ar mor
hag un doue all c’hoazh war an douar
evit ar re a chom er goudor

an hini en deus savet ar ganaouenn
en deus bet klevet alies
kerent, mignoned hag amezeien
o kontañ buhez an enezenn

e dad kozh en deus bet graet ar vicher
da droc’hañ an tali moan
a-hed e vuhez war ar reier
etre plougerne ha kerlouan


Lirik lagu lainnya:

LIRIK YANG LAGI HITS MINGGU INI

Loading...