lirik.web.id
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu aziliz manrow - douar

Loading...

warc′hoazh a lavar bemdez
hep dour buhez ebet
warc’hoazh a lavar ivez
hep tan gouloù ebet
ar choaz a zo deomp, da belec′h ez eomp
eus da galon e teuomp
evel ar greun diwanet, a vez dastumet
hag an ed a vez hadet, a vo eostet
dindan meur a evezh, betek an termen
ha gant kalz a levenez
c’hoant am bez da glevet, c’hoant am bez da garet
douar, douar
gant ma vefes lidet, gant ma vefes doujet
douar, douar, gant al loargann
adkavout ar c′hedennoù, ′kreiz ar mamennoù
adskoulmañ al liammoù, gant an elfennoù
e~lec’h ar gerioù~mañ: “emgann ha brezel”
ar pezh a droc′h hon eskell
bevet an natur divent, evel an dremmwel
bevet son al laboused, ‘avel er wezenn
a c′hwezh eo ennomp, emañ an trec’h
te eo hor mamm hag hor merc′h
te zo pinvidigezh, te zo hon holl furnez
douar, douar
bevek eo da gened, bevek eo da spered
douar, douar
gant al loar dindan evezh, evezh ar stered
gant al loargan
o skediñ an tevennoù
kan ar mein hag al lann
o frealziñ va c’halon
n’eus ket amzer mui da goll, nag amzer da glemm
poent eo mont war~raok a~stroll gant hor blanedenn
e~barzh ar bed a–bezh, evel ul logan
a cheñch da vat an diougan
c′hoant hor bez da glevet, c′hoant hor bez da garet
douar, douar
gant va vefes lidet, gant ma vefes doujet
douar, douar, gant al loar
dindan evezh, evezh ar stered
dindan evezh, evezh ar stered
dindan evezh, evezh ar stered
dindan evezh, evezh ar stered


Lirik lagu lainnya:

LIRIK YANG LAGI HITS MINGGU INI

Loading...