lirik.web.id
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu annwn - el parrez langonned

Loading...

kenavo ma zad, ma mamm
kenavo mignoned
kenavo deoc’h tud yaouank
eus parrez langonned

ne oa ket roet din ar choaz
dav oa din partiel
kaset oan war ar mor bras
kuitet ma breizh~izel

me oa~me gwall glac’haret
′vont d’ober ma servij
lesket ′moa e langonned
fleurenn ma yaouankiz

lesket ′moa e ti he mamm
ma mestrezig karet
kaset oan d’an oriant
ha du~se oan gwisket

berv e oa ma daoulagad
an ael oa uhel
barzh an neñv e oa stеred
daole din sklerijеnn

ma vijen bet e skolioù
’m bije skrivet ul lizher
’vit kontañ ma holl boanioù
ha ma brasañ mizer
an eostig save d’al lein
ha gane melodi
kavet din ma breizh~izel
erru oan ’barzh ma zi

kentañ hini ’m boa kavet
oa ’vatezhig vihan
ha ganti ’m boa goulennet
kemenn ma plac’h yaouank

en ur glevet kement~all
me oa chomet souezhet
’c’haloupat da benn kêr all
du~se em boa gwelet

ha bezet gourc’hemenet
c’hwi holl merc’hed yaouank
’man doganet ar baotred
’vont da servij bro~frans


Lirik lagu lainnya:

LIRIK YANG LAGI HITS MINGGU INI

Loading...